Geriaoueg
Peulvan, krommlec'h, taol-vaen, krugell-bez, motenn, karn, steudad, hag all. Pep ger eus metoù ar veurvein a zle servij, hervez m'eo dleet d'un danvez skiantel, da dermeniñ un dra resis. An holl anezhe a gas d'un doare savouriezh, d'un implij, d'ur ster resis.
Linenn an amzerSteudadoù mein-sav
(Stèle : Eus al latin stela)
Heuliadoù mein lakaet en o-sav ha renket a-steudad (ur steudad pe meur a unan). Renket a-wezhoù hervez un doare kemplezh, ramzel a-wezhoù, kevret a-wezhoù gant savadurioù-all evel sernoù, kleuzioù, krugelloù-bez ha resedoù. Abalamour d'ar ger « steudad » bout deut da vout amsklaer ha re strizh pa venner komz eus liested an danvez lakaet dindanañ e vez graet kentoc'h gant ar ger « oberenn mein-sav » gant an arkeologerion.
Karn
(eus ar gouezeleg carn / bern mein)
Monumantoù dezhe mogerioù tev e mañsoniezh sec'h savet da wareziñ ur bez pe meur a unan. Lies int bet distrujet pe damzistrujet hag eo deuet war well ar strukturennoù diabarzh (speurennoù ha toennoù) : an taolioù-maen.
Sist
Bez kloz, hep trepas na dor, implijet ur wezh hepken evit beziñ relegoù un den pe meur a zen.
Krommlec'h
(ger saoznek amprestet digant an hengembraeg : crom = kromm, n'eo ket eeun, ha lec'h = pezh maen plat)
Graet e vez gant ar ger krommlec'h er yezh pemdeziek evit komz eus sernoù kelc'hiek graet gant mein en o-sav.
Taol-vaen/Bez trepasek
(eus ar brezhoneg = taol, an daol ha maen (bet skrivet men)
Ar ger « dolmin(e) » pe « tolmine », « taol-vaen » a zo testoniet el lec'hanvadurezh e brezhoneg, dreist-pep-tra e Bro Wened, e Lokmaria-Kaer e 1792 evit Taol ar Varchaned. Implijet e vez hiriv er bed a-bezh evit komz eus ur savadur beziiñ graet gant ul lec'h pe meur a lec'h-to e mein pozet war lein pilerioù a-sonn (mein-sonn). An daol-vaen, bet goloet en deroù gant ur grugell, a zo enta aspadenn ur strukturenn vrasoc'h n'eus ket mui anezhi.
Sern meurvaenek
Ar sernoù a zo strukturennoù graet gant mein renket en ur warenn gelc'h, ur barabolenn digor-bras lies he ment hag he stumm : ur c'helc'h d'al liesañ, un hantergelc'h ; gloevoc'h ur pevarkostezeg pe ur houarn-marc'h. En hor bro e kaver ar strukturenn-se kevredet lies gant ar steudadoù.
Maen-hir (Peulvan)/Maen-sav
(eus ar brezhoneg maen (bet skrivet men) ha hir)
E brezhoneg e komzer a «vaen hir» evit ne vern pe maen hir e vent hag e vehe a-sav pe a-blat, ha bet lakaet vel-se gant mab-den pe get ; ha gwezharall e veze implijet ar ger betek evit komz eus rezoù roc'hellek naturel zoken. Dre akustumañs eo e talc'her da ober gantañ pa z'eo gwell d'ar arkeologerion komz eus « maen-sav » a zegouezh resisoc'h diouzh un unvaen lakaet en e-sav.
Krugell/Motenn
Pa 'z eo savet ar grugell kentoc'h gant douar eget gant mein e tegouez gwell an anv krugell-douar pe motenn. Hep komz eus un nebeut alezioù-goloet gant ur gouriz douar tenav hag izel tro-dro dezhe, komzet e vez kentoc'h a grugell-douar evit savadurioù kentoc'h izel, kelc'hiek pe hirgelc'hiek, gronnet a-wezhoù gant ur fozell pe ur gouriz mein. Lies e vezont bihanoc'h ha ne badont ket evel ar c'harnoù ramzel gant o magoarioù harp-ouzh-harp. N'eo ket bezioù trepasek a gaver enne, met fozioù pe srukturennoù bihan (sistoù) ; mein en o-sav a-wezhoù.
Krugell-bez
(tumulus / tumuli : eus al latin tumere = bout foeñvet ; motenn, tosennig)
Ur grugell (ur votenn) a zo ur mell bern dafar bet lakaet war ur bez pe war veur a unan. Gant ar ger-se e vez graet pa ne ouier ket muioc'h a-zivout an doare savadur, ar stumm pe gant petra eo graet ar bern.
Mar bez graet ar grugell gant douar e vo komzet a votenn ; mar bez gant mein e vez gwell ober gant karn.
Krugell-bez doare Karnag
Ur gwir savadur ramzel. Ar savadurioù eus an doare-se en em gav e-kostez Karnag ; ar skouer brudetañ anezhe a zo krugell-bez Mane Sant Mikael (125m a hirded, 60 m a zigorded ha 10 m a uhelded). Ur bern dafar bras-kenañ - ur galon graet gant mein goloet gant un troc'had pri ha mein war lein adarre – savet war-dreist kavioù-bez (sistoù) kloz lec'h ma voe kavet tresoù : bouc'hilli leñvet ha bravigoù.
Maen-sav
« Ur monumant stummet evel ur fust kanon, un obelisk, ur bonn, ul lec'h en e-sav, da lâret eo bet savet, a-wezhoù kizellet pe livet, a-wezhoù-all gant testennoù koun pe lezenn skrivet warnañ. Dindan ar ger-se e c'heller lakaat ar braz eus ar gerioù implijet gant an arkeologerion (henbeulvan, peulvan, telwenn-beulvan, peulvan-telwenn, ha c'hoazh.) [...] »
(Cassen 2009).
Linenn an amzer
-
- 800 000 kent J.-K.
Ar paleolitik pellañ
Homo Erectus ha kentañ kevredigezhioù chaseerion-kutuilherion.
- - 500 000 da -450 000 : kentan tanioù-anez
-
- 300 000 kent J.-K.
Ar paleolitik etre
Den Neandertal.
- - 100 000 : kentañ bezioù
-
- 35 000 kent J.-K.
Ar paleolitik tostañ
- - 35 000 : An den modern Homo Sapiens e Europa
- - 30 000 da - 25 000 : Groc'h Chauvet
- - 15 000 : Groc'h Lascaux
-
- 10 000 kent J.-K
Ar mesolitik
- - 9 000 : Implij ar wareg
- - 6 000 da - 5 500: beredegoù Tevieg hag Edig (Morbihan)
-
- 5 000 kent J.-K
An Neolitik
Kentañ kevredigezhioù labourerion-douar-desaverion, kentañ savadurioù beziñ ramzel, kentañ mein savet.
- - 4 700 da – 3 200 : Savadurioù meurvaenek er Morbihan (krugell-bez St Mikael Karnag,, krugell-bez Tumieg, peulvanioù ramzel Lokmaria-Kaer, karn Taol ar Varchaned, karn Gavriniz, steudadoù Karnag...)
- - 2 500 : Unvein Stonehenge (Breizh Veur)
- - 2 600 à - 2 400 : piramidennoù en Ejipt
-
- 2 000 kent J.-K.
Oadvezh an arem
- - 2 000 : krugelloù-bez Oadvezh an arem en Arvorig
- - 1327 : Bez Toutankhamon (Ejipt)
-
- 800 kent J.-K.
Oadvezh an houarn
Sevenadurioù kelt e Gallia
- - 480 : Bez Vix (Côte d'Or)
- - 300 da - 200 : Tourtan Aleksandria (Ejipt)
- - 52 : Alesia (Verkingetoriks ha Kaezar)
-
Abaoe kentañ kantved goude J.-K.
- - 800 da 1700 : Moai, telwennoù Enezenn Pask
- - 1 700 : Taolioù-mein Madagascar