Ar glad bedel

Emstrivadur meinveur Karnag hag aodoù ar Morbihan a zo douget davet an UNESCO gant 28 kumun, kuzul Departamant ar Morbihan, daou  ziazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE) , Departamant ar Morbihan, Kreizenn ar Monumantoù Broadel  (KMB), Mirva an Arvor, Rannvro Breizh, kalz kumunioù ha kevredigezhioù kevelet, Gwened hag An Alre en o-zouez.

Petra eo glad bedel an unesco ?

E 1972 eo bet peurwiriekaet an Emglev evit gwareziñ ar glad bedel, sevenadurel ha naturel ; unan eus ar programmoù lieseurt kaset gant an UNESCO. Broudiñ ha harpiñ a ra gwarez 933 lec'hienn sevenadurel, 227 lec'hienn naturel ha 39 lec'hienn gemesk.

Ma 'z eo disheñvel-bras an eil diouzh egile ar 1 199 Mad douget war ar roll-se o deus ranket, an holl anezhe, diskouez en doa pep unan un Talvoudegezh Bedel Dreistordinal (TBD). Da skouer :

  • savadurioù, holladoù savouriezh pe lec'hiennoù
  • madoù dasparzhet ha liesseurt
  • madoù treuzbroadel
  • dremmvroioù sevenadurel
  • hentoù sevenadurel

Eus an holl prantadoù e teu ar madoù. E Europa eo e kaver tost an hanter eus al lec'hiennoù emskrivet : 463 lec'hienn sevenadurel ha 65 lec'hienn naturel.

Gant daou framm bras eo melestret ar programm ec'hon-se :

Poellgor ar Glad Bedel

  • E karg eus seveniñ an Emglev
  • 21 Stad ezel dilennet pep 6 vloaz.
  • Dasparzh hag implij Yalc'had  ar glad bedel (YGB)
  • Enskriviñ pe get al lec'hiennoù war ar Roll
  • Studial danevelloù doare dalc'h e stad vat al lec'hiennoù enskrivet ha goulenn an diwarbennoù ret evit taliñ ouzh diaesterioù dalc'h.
  • Diviz an dougen pe get war ar Roll en arvar

Kreizenn ar Glad Bedel

  • Kroueet e 1992
  • Kenurzhiiñ e-ser an UNESCO an obererezhioù o tenniñ d'ar glad bedel
  • Aoziñ sezioù bloaziek ar poellgor
  • Aliiñ ar Stadoù ezel war ar goulennoù emstriviñ
  • Aoziñ  goulenn sikour etrevroadel an YGB
  • Studial an teuliadoù goulenn emstriviñ
  • Aoziñ bodadoù studi hag atalieroù teknikel
  • Sevel dafar pedagogel

War lec'hienn an UNESCO

Sernoù meurvaenek Ar Lanneg
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Krugell-vez Roc'h Kêrnours er Bonoù
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes