Taoliou-maen Mane Kerioned

Diaes a-walc'h eo daet ar grugell-bez da welet hiriv. E gwirionez eo kentoc'h un tolpad krugelloù-bez gant tri framm disheñvel e-barzh. Kalz e vez darempredet an teir zaol-vaen dre ma en em gavont war vord an hent etre An Alre ha Plarnel, a-dal da daol-vaen Keriaval. Al lec'hienn a zo bet prenet gant ar Stad e diwezh an XIXvet kantved ha douget war roll ar monumantoù istorel.

E 1866 e voe bet furchet gant Kevredigezh Liesdiskiblezh ar Morbihan ; d'ar c'houlz-se e oa goloet an teir zaol-vaen betek an taolioù. Kavet e voe bet kalz a bodoù hag engravadennoù war vein sonn an daol-vaen vrasañ. D'ar c'houlz-se e voe bet stampet engravadennoù seizh maen en o-sav gant Abel Maitre, mollour meur mirdi Saint-Germain-en-Laye hag eilskeudennet goude en embannadurioù.

Hiriv, a drugarez da enklaskoù Serge Cassen, e anaver gwelloc'h an engravadennoù-se.

Pellgargiñ an diell "Corpus des signes gravés néolithiques" (PDF, 38 MB) 

Taoliou-maen Mane Kerioned
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Engravadennoù mein-sonn taolioù-maen Mane Kerioned
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes