Steudadou karnag

Steudadoù brudet Karnag a zo dasparzhet e teir lodenn ; eus ar C'hornog d'ar Reter e kaver : Ar Maeneg, Kervarioù ha Kerleskant. Mar bez ouzhpennet steudadoù ar Maeneg Bihan - un astenn dezhe war zouar An Drinded – en o c'haver war hed tost 4 km. Lec'hienn ar Maeneg hec'h-unan en em astenn, gant unnek steudad peulvanoù, a-hed 1 km pe dost.

Ma n'int ket ar steudadoù nemete e Kreisteiz ar Morbihan ez int neoazh ar re o deus gounezet ar vrasañ brud abalamour d'o 3000 peulvan ha d'an endro digor lec'h ma en em gavont. Kalz arlakadennoù diwar-benn o rag ha perag a zo a-c'houde an XVIIIvet kantved hag atav e chom kement-se dispis evit ar skianterion. Int eo ivez a zo bet e-mesk ar meinveur kentañ bet diskouezet en embannadurioù, ar re ez eus bet klasket sevel tres o farkadoù evit diskouez o brasted.

Abred-tre eo bet soñjet en o gwarez ha douget int bet war rolloù kentañ ar monumantoù istorel. Abalamour dezhe eo ivez en em lak ar Stad en soñj da breniñ savadurioù meurvaenek e diwezh an XIXvet kantved. En em gavet a reont hiriv en arvar, aberzhet ma 'z int bet d'o brud ha d'o berzh ken eo ret krenniñ bremañ war niver ar weladennerion. E-pad ar goañv e ranker gortoz tro evit tostaat ouzh steudadoù Karnag ; e-pad an hañv e vez troiadoù hentet.

Steudadoù Kerleskant
©EricFrotierdeBagneux/PaysagesdeMégalithes
Steudadoù Kervarioù
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes
Steudadoù ar Maeneg
©EricFrotierdeBagneux/PaysagesdeMégalithes