Krugell-vez ar Voustoer

Ar grugell-vez vras-mañ en em gav war-ribl an hent a gas da gêriadenn ar Voustoer. Ober a ra 85m a hirded, 35m a zigorded hag etre 5 ha 6 m a uhelded. Dindan gwarez evel monumant istorel abaoe 1889.

E 1864, goude dezhañ bout furchet er Mane Lud e Lokmaria-Kaer e klask René Galles ul lec'hienn-all da zerc'hel da furchal evit dont a-benn da wiriekaat e varseadennoù. Dibab a ra krugell-vez ar Voustoer e Karnag ha tapout a ra ar yalc'had ret evit furchal gant poellgor Topografiezh Gallia. Ar furchadennoù a zegas war wel ur gampr hep trepas er C'hornog, daou sist ha traezoù. E penn kentañ an XXvet kantved e voe adsavet tammoù 'zo ag ar monumant gant Zacharie Le Rouzic.

Menegiñ a ra René Galles en doa chenchet penn, e-pad ar furchadennoù, ar peulvan moan, tost 2 m a vent dezhañ, en em gav savet war lez ar grugell ; adsavet e oa bet goude al labourioù. Un eil peulvan, tost 3 m a vent, en em gav e-kichen ar grugell-vez, 20m pelloc'h er C'hornog.

Peulvan krugell-vez ar Voustoer
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Vue du Nord-Ouest
Krugell-vez ar Voustoer gwelet eus ar Gwalarn
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes