Krugell-bez Sant Mikael

E bourc'h Karnag. Gant krugell Tumieg en Arzhon ha krugell-bez Mane ar Groc'h e Lokmaria-Kaer eo hini Sant Mikael unan eus teir krugell ramz doare Karnag. 125m a hirded, 58m a zigorded, 10 m a uhelded ; ur chapelig a zo savet war lein.

Gwerso en deus lakaet an hendraourion en amzivin ken meurdezus eo da welet en endro. Ar furchadennoù kentañ a zo bet kaset er grugell-bez e 1862 dindan renerezh René Galles, ezel eus Kevredigezh Liesdiskiblezh ar Morbihan. Dizoloiñ a reas ur sist kentañ gant e draezoù perlez ha celtae (an anv implijet kent evit bouc'hilli levnet) ; spurmantiñ a reas neoazh bezañs strukturennoù-all dindan ar grugell ramz. Ar furchadennoù kaset gant Zacharie Le Rouzic e penn kentañ an XXvet kantved  a wiriekao e vartezeadenn.

Zacharie le Rouzic, da heul ar furchadennoù hag al labourioù adsevel kaset gantañ, a lakaas toulliñ e-barzh ar monumant ribouloù masonet evit mont betek ar strukturennoù a oa en diabarzh ; implijet e vint goude evit gweladenniñ ar monumant. Berzet int hiriv d'ar weladennerion abalamour da abegoù stabilded ha surentez. Koulskoude e c'heller pignat war lein ar grugell ha bout a-c'halese ur gwel dibar ; seul dibaroc'h ma c'heller en em harpiñ war gartenn an daol-reteriñ.

Krugell-bez Sant Mikael
©FanchGalivel/PaysagesdeMégalithes