Krugell ar C'hastellig

Krugell ar C'hastellig a chom diwelus a-walc'h en ul lanneg distank. Ur grugell gelc'hiek eo, dezhi 18m a zigorded ha 0,80 m a uhelded. Anavezet eo neoazh ar monumant gant ar skianterion peogwir en deus roet e anv d'ur sevenadur eus an Neolitik abalamour da dammoù pri-poazh dezverkus bet kavet eno e-ser henfurchadennoù. Ar pevar unvaen a weler tro ar bez, relegoù ar c'helc'h-tro, a zo aesoc'h da anadiñ : ar maen-sav er C'hornog a zo 1,10 m a vent.

Zacharie Le Rouzic eo a furch ar grugell-bez hag a ra he dougen war roll ar monumantoù istorel e 1931. Skriv a ra en un danevell e oa chomet ar monumant e gwall stad goude bout bet furchet e 1881 ; eñ eo el lakaas e stad adarre en ur sevel ar peulioù kouezhet hag en ur sonnaat ar re-all. War dres al lec'hienn savet getañ d'ar mare-se e weler 7 unvaen eus kelc'h-tro ar bez.

Krugell ar C'hastellig
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Peulvan krugell ar C'hastellig
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes
Krugell ar C'hastellig gwelet deus ar Gwalarn
©EmilieHeddebaux/PaysagesdeMégalithes