Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Meurvein ar Mor-Bihan

Ur glad hep e bar

Ar skeudenn stummet gant ar meurvein en hor bro he deus treuzet an amzer abaoe ar Vvet milved a-raok hon oadvezh. Pe e vefent bras, pe e vefent bihan, e chom ar meurvein un arouez eus diazezadur ar c’hentañ kevredigezhioù labourerien-douar ha saverien-loened, anezho kevredigezhioù frammet-mat, gant renkadoù. Lezel a reont ur merk , e neuz ar Mor-Bihan, en e sevenadur hag evel un arouez. Diskouez a reont gouiziegezh, teknikoù hag arz pobloù an Neolitik.

Aspadennoù eus bezioù pe eus monumantoù-lid eo ar meurvein. Savet e oant bet etre 4 000 ha 6 000 bloaz a-raok J.-K. Diskouez a reont ar c’hurioù graet, a-fet an teknikoù hag an arz, gant an dud o doa savet anezho en Neolitik, anezho pobloù o doa paouezet da gantreal, tud renket-mat, hag o doa gouezet en em ober diouzh o endro evit sevel monumantoù evel-se.

Savet e oant bet a-raok ma vefe ur roud bennak eus skridoù pe eus komzoù. En deiz hiziv e viront c’hoazh un toullad eus o c’hevrinoù : da betra e servijent evit gwir ? Peseurt ster o doa ? Emañ ar skiantourien, an henoniourien dreist-holl, o labourat abaoe an XIXvet kantved evit teurel sklêrijenn, tamm-ha-tamm, war o ster, o implij, ha war doare bevañ ar pobloù-se.