Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Gweladennoù

Biziterien a skiant vat

Ur glad dreistordinal eo meurvein ar Mor-Bihan, hag pep hini ac’hanomp zo karget anezhañ. Gantañ e c’haller empennañ kevredigezhioù an Neolitik ha bourriñ gant ar monumantoù bras o deus lezet dimp da welet. Kalz lec’hiennoù a vez digor hag a c’hall bezañ gweladennet, re all ne vezont ket, rak ezhomm o deus da vezañ gwarezet ; bresk eo an holl anezho. Setu amañ un nebeud kuzulioù evit kaout plijadur oc’h ober anaoudegezh gant ur glad dreistordinal en ur zoujañ ar monumantoù, hag evit reiñ d’ar weladennerien ar santad dibar-mañ : gwelet gant o daoulagad dezho ar monumantoù kentañ bet savet gant mab-den.

Fall eo ar pilpazerezh evit al lec’hiennoù.

Ken kozh eo douar al lec’hiennoù gant meurvein hag ar monumantoù o-unan. Pa gerzhit e-maez ar gwenodennoù merket, e vreskait endro ar monumantoù hag e vezit e riskl da lakaat anezho da gouezhañ – mac’hañ a rit ivez danvez henoniel a c’hallfe bezañ studiet gant henoniourien un deiz bennak.

Bresk eo al lec’hiennoù.

Ur frotadenn – pe gwashoc’h ur merk gant un tamm kleiz pe gant pentur – a c’hall distrujañ da viken elfennoù kozh dezho meur a vil bloaz. Ret-holl eo mirout da douch ar monumantoù ha da wastañ anezho.

Al lec’hiennoù gant meurvein n’int ket mein hepken.

Evit gwareziñ puilhded naturel an ekoreizhiad a zo diorroet en-dro d’ar monumantoù, hag evit kaout un endro naet ha plijus, ez eo arabat kemer elfennoù naturel (mein, reier, plant, ha kement zo) ha lezel lastez el lec’hiennoù. Ma ne gavit ket podoù-lastez tost d’al lec’hiennoù, ne zleont ket bezañ gwall bell, neuze !

Taolit pled ouzh ar meurvein, ha taolit pled ouzhoc’h-c’hwi ivez !

E lec’hiennoù naturel ma’z eus reier ha plant mesk-ha-mesk, e rankit teurel evezh : gwiskit botoù gant solioù plat ha na riskont ket, peadra da ziwall traoñ ho tivhar diouzh al lann hag al linad... Ha dreist-holl, bezit ho lagad war ar vugale, ur gwall lamm a c’hallont tapout buan.

Lod monumantoù zo war dachennoù prevez.

Dav eo doujañ al lec’hiennoù-se ha sioulded o ferc’henned.

Puilh ha diseurt eo glad ar meurvein er Mor-Bihan.

Titouroù talvoudus, nevesaet ingal, a c’haller kaout e www.mégalithes-morbihan.fr .