Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Karnag

Krugell Sant-Mikael

Emañ ar meurvaen pouezus-se eus su ar Mor-Bihan war an uhel e-kichen kêr Garnag. War e lein emañ chapel Sant-Mikael bremañ.

Savet e oa bet e-kerzh ar Vvet milved a-raok JK. Graet e oa bet furchadennoù enni e fin an XIXvet kantved gant René ha Louis Galles. Dizoloet o doa ur c’hav kreiz ma oa bet kavet un nebeud tammoù eskern, tammoù glaou hag ivez traezoù a lorc’hañs : bouc’hili e jadeit ha bragerizioù e varisit. E penn kentañ an XXvet kantved e stagas Zacharie ar Rouzig d’ober enklaskoù all, ha dizoleiñ a reas koufroù bihan en-dro d’ar c’hav kreiz, hag un daol-vaen gant un trepas hag  a oa bet ouzhpennet diwezhatoc’h er penn reter eus ar grugell. Soutil eo an doare m’eo bet savet ar monumant : goloet eo ar c’hambroù-kañv gant ur bernig mein-pastur, goloet e-unan gant ur gwiskad douar ha mein, ha siellet eo pep tra gant ur gwiskad limouz tev ne lez ket an dour da dremen, implijet da virout ouzh an dour da dizhout ar bezioù en diabarzh. E mirdi Karnag hag e mirdi Liesdiskiblezh Gwened eo miret hiziv an deiz an traezoù a oa bet kavet da-geñver ar furchadennoù-se : bouc’hili, perlez, ostilhoù kailhastr.

Dre ar bras ma’z eo (125 m hed, 60 m ledander ha 10 m uhelder), an doare m’eo bet savet hag an traezoù a lorc’hañs a oa enni, ez eo krugell Sant-Mikael ur skouer eus ar c’hrugelloù bras eus su ar Mor-Bihan.

Gouzout hiroc’h gant : http://www.culture.gouv.fr/fr/arcnat/megalithes/fr/mega/megacartum.htm

Da Greizenn ar Monumantoù Broadel eo al lec’hienn-se, ha meret eo ganti. Difennet-groñs  eo d’an dud mont enni e-pad al labourioù a zo war ar stern.