Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Lokmaria-Kaer

Mane Lud

Ur grugell vras gant daou framm bez.

Emañ krugell Mane Lud e lec’h uhelañ Lokmaria-Kaer. Ur monumant bras eo gant ur gambr-vez kloz, div wareg kelc’h a vein-sav hag ur bez trepasek ivez, goloet gant an douar. N’heller ket gwelet nemet an daol-vaen hiziv an deiz ; ar frammoù arall n’heller ket tizhout er grugell.

Dre ur skalierig savet nevez zo ec’h aer d’ar bez trepasek. Taol-vaen Mane Lud en deus un toullad engravadurioù àr pilerioù an trepas hag ar gambr, hag a daolenn traoù boas a-walc’h e savadurioù meurvein kreisteiz ar Mor-Bihan : bouc’haloù, kammelloù, bizhier-bann, loened kornek pe evned, barkoù hag ur c’hwezhour bras ivez. Daret eo leur ar gambr-vez gant ur maen bras ha goloet eo ar gambr gant ur maen bras arall hag a oa bet torret ha lakaet eno evit e implijiñ en-dro.

 

E 1863-1864 e oa bet furchet krugell Mane Lud ha lakaet àr roll ar monumantoù istorel e 1889.