Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Arzhon-Rewiz 

Tumieg

 

Unan ag ar c’hrugelloù brasañ ha kaerañ er Mor-Bihan.

Unan ag ar monumantoù meurdezusañ e kreisteiz ar Mor-Bihan eo ar grugell vras-se, a vez graet ivez « la Butte de César » e galleg (« Motenn Kaezar »), rak Kaezar a vize bet àr lein ar grugell é sellet ouzh an emgann a-enep ar Weneted en donvor da C’hourenez Rewiz, hervez ar vojenn.
Ur bez bras ag an neolitik eo, da lâret eo e voe savet àr-dro 4500 blez kent JK. Furchet e oa bet a-dost e 1853 gant an aotrounez Louis Galles hag Alfred Fouquet a Gevredigezh Liesdiskiblezh ar Mor-Bihan. Er grugell-se, 15 m uhelder ha 55 m treuzkiz dezhi, ec’h eus bet dizoloet un doare-sevel kemplezh  hag ur gambr-vez kloz. Traoù dibaot a oa bet kavet er bez-se, evel perlez variskit pe bouc’haloù jadeit ha fibrolit, hag a zo miret hiziv an deiz e Mirdi henoniezh hag istor kêr Wened. Tammoù eskern a ziskoueze e oa bet lakaet un den marv e-barzh en neolitik, mes n’eus ket mui anezhe. Ouzh tud ag ar vegenn e kevredigezh an neolitik e oa liammet ar bez-se, a soñj d’an henonierion, a-gaoz d’e vent ha d’an traoù a oa a-barzh.
Krugell Dumieg zo e-mesk ar monumantoù istorel a-c’houde 1923.