Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Lokmaria-kaer

Lec’hienn ar Meurvein

El lec’h-se ez eus tri meurvaen bras : Maen-hir torr ar Groc’h , karn Taol ar Varchaned ha krugell ar Groc’h. 

Gant ar furchadennoù graet e-kerzh ar bloavezhioù 1980-1990 gant an aotrounez L’Helgouac’h, Le Roux ha Cassen, ez eus bet gallet kompren gwelloc’h al lec’hienn-se, ken luziet eo ar mareoù ma oa bet savet. Lerc’h-ouzh-lerc’h e oa bet el lec’h-se ur steudad mein-hir bras-bras (kreiz ar Vvet milved a-raok hon oadvezh), a zo ar maen-hir torr an aspadenn nemeti a chom war he lerc’h, ur bez bras gant ur c’hav serret hepken, krugell ar Groc’h (eil hanterenn eus ar Vvet milved) hag ur bez gant un trepas, karn Taol ar Varchaned  (penn kentañ ar IVe milved a-raok hon oadvezh). 

Dibar eo lec’hienn ar meurvein e Lokmaria-Kaer rak kavet eo bet eno lec’h ur steudad mein-hir bras-bras a oa ar re vrasañ anezho betek 300 tonenn a bouez enno. En ortogneis e oant. Gant se e ouzer e oant bet douget war-hed dek km, ha war an dour evit un darn eus ar veaj. Adimplijet ez eus bet bloc’hoù maen eus ar monumant-se – dispennet gant ur c’hren-douar moarvat – ha kavout a reer anezho e meur a vonumant bras (Karn Gavriniz, Taol ar Varchaned, Mane Rutual...).

Ar maen-sav e goueled kambr-kañv Taol ar Varchaned a ziskouez ur skouer zibar eus un arouez lesanvet « skoedheñvel », a zo goloet amañ gant renkennadoù kammelloù. Evit gouzout hiroc’h : lara-polen.univ-nantes.fr/publications/autour-de-la-table/ .

Da greizenn ar Monumantoù Broadel eo al lec’hienn-se, ha meret eo ganti. Eurioù ha titouroù diwar-benn ar gweladennoù : http://locmariaquer.monuments-nationaux.fr

Evit gouzout hiroc’h : http://www.culture.gouv.fr/fr/arcnat/megalithes/fr/