Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Arzhon

Ar Mont Bihan

Ur c’harn bras war ur beg-douar en aod su gourenez Rewiz eo ar Mont Bihan. Ur meurvaen pouezus eus mor-bihan Gwened ez eo. 

Furchet ha kempennet e oa bet ar monumant-se gant an aotrou Joël Lecornec e-pad ar bloavezhioù 1980-1990. Gant se ez eus bet gallet kompren e-barzh ar c’harn dibar-se hag en deus cheñchet kalzik a-hed an amzer. Pevar frantad sevel a zo bet kavet. Da gentañ e oa bet savet un durumell hir hag izel, ne servije ket da vez, e-kreiz ar Vvet milved a-raok hon oadvezh. E-pad an eil prantad e oa bet savet ur c’harn hag a c’holoe an div drederenn eus an durumell, ma n’eus bet kavet bez ebet. Goude-se e oa bet harpet un eil karn, gant ur bez hag un trepas ennañ, ouzh an hini kentañ. Eus an hanterenn gentañ eus ar IVe kantved eo ar bez-se, ha stouvet e oa bet gant un trede karn, an hini diwezhañ anezhañ, deuet war-benn an tri framm a oa a-raok da c’holeiñ daou vez nevez gant trepasoù. 

Gwastet e oa bet ar monumant e-pad an eil brezel-bed, pa oa bet savet ur bunker ennañ, ha distrujet an 3 bez, en o fezh pe evit un darn anezho hepken.

Ul lec’h meurdezus eo, ha luziet eo an doare m’eo bet savet. Ouzhpenn se, hiziv an deiz, e c’haller gwelet ennañ skouerioù dibar eus engravadurioù eus an Neolitik.

Da zepartamant ar Mor-Bihan eo al lec’hienn-se, ha meret eo gant Kompagnunezh Porzhioù ar Mor-Bihan. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn an eurioù gweladenniñ : http://www.sagemor.com/cairn-petit-mont.html