Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Sarzhav

Kervilarz

Ur peulvan bras gant arouezioù engravet souezhus. 

Un unvaen greunit 5,35 m hed eo peulvan Kervilarz e Sarzhav. Graet e vez ar Gegenn Amonenn anezhañ ivez, a-gaoz d’e neuz.

Pell e oa chomet ar maen-hir àr an douar hag adsavet e voe e 1988 da-geñver ur furchadeg henoniel. An tu rontañ ag an unvaen, a oa tu d’e welet e-raok ma vehe bet adsavet henhenn, en deus 17 kibig* àrnañ. Tri engravadur en deus gouarnet an tu plaen, a oa gwarezet diouzh ar fall amzer pa oa ouzh an douar : e stumm ur garrezenn, ur greskenn hag ur vouc’halig troadet ivez. Meur a ster a roer d’an engravadurioù-se ; an henonierion a lâr e c’hellont bout ur skeudenn ag an doueez-vamm, ur greskenn loar pe kern ejoneged.

Ag an neolitik eo ar monumant-se, da lâret eo fin ar ragistor, tro 5000-3000 kent JK.

 

 

*kibig : engravadur kelc’hiek krouizet er maen ha ne ouier ket petra eo e dalvoudegezh.