Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Pleñver

Mane Bogad

Un daol-vaen lakaet àr an uhel.

Un daol-vaen drepasek eo monumant Mane Bogad. Ur bez diskaret eo ha ne chom nemet ar gambr gelc’hiek hag an trepas monet-tre anezhañ. Bevennet eo henhenn gant daroù greunit a-blom. N’eo ket mui goloet ar monumant hiziv an deiz mes gelliñ a reer gwelet aspadennoù ag ar grugell a oa àrnañ, e stumm ur votennig douar en-dro d’an daol-vaen. Bevennet e oa ar grugell-se gant darigoù arall hag a chom bremañ ul lodenn anezhe e stumm ur wareg kelc’h e reter an daol-vaen.

Etre 4000 ha 3500 e-raok hon oadvezh e vehe bet savet ar sort savadur-se.

Àr an uhel e oa bet savet espres-kaer ar monumant, ar pezh a ziskouez c’hoant saverion an neolitik da fougeal ha da vout gwelet er c’hornad.

 

Àr roll ar monumantoù istorel emañ ar monumant-se a-c’houde 1931.