Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Lokmaria-Kaer

Ar Vein Plat

Un alez-vez dibar he zres ha kinklet-kaer.

Taol-vaen ar Vein Plat zo ur bez « kamm », evel ma lârer, a-gaoz d’ar feson ma oa bet savet : troiñ a ra an trepas goude un nebeud metroù. Er « c’horn-tro » ec’h eus ur gellig kostez a-gleiz. E don an trepas e hañval un dar a-blom gober an disparti gant ar gambr-vez. Meur a engravadur stag ouzh ar seurt savadurioù « kamm » en deus ar monumant-se. Kalet eo gouiet petra a skeudennont ; stumm ur skoed o deus dre vras, rannet e daou vann gant kelc’hioù ha gwaregoù kelc’h a-barzh.

Dirak toull-digor ar monumant ec’h eus ur maen-hir, savet e penn-kentañ an XXvet kantved gant Z. ar Rouzig. En e c’hourvez e oa dirak digor ar monumant ha ne oa ket ur peulvan da-gentañ, marse, mes kentoc’h ur maen-to ag an daol-vaen.

 

E-mesk ar monumantoù istorel emañ al lec’hienn a-c’houde 1889.