Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Karnag

Steudadoù

A-hed 4 km ez eus tost da 2800 a vein-hir e steudadoù Karnag. Stummañ a reont unan eus an holladoù meurvein dibarañ eus kornôg Europa.

E steudadoù Karnag e kaver pevar strollad steudadoù mein-hir : lec’hiennoù ar Vaeneg, Kervarioù, ar Maneoù, ha Kerleskant, astennet gant strollad ar Vaeneg Vihan e kumun an Drinded-Karnag.

Savet e oa bet ar steudadoù-se etre ar Vvet hag an IIIe milved a-raok hon oadvezh. Stummet eo pep hini anezho gant un dek linennad mein-hir bennak (13 d’ar muiañ), lakaet a-stur. Er pennoù kornôg eus lec’hiennoù Kerleskant hag ar Vaeneg ez eus ur c’helc’h meurvein : e stumm ur vi eo hennezh er Vaeneg, hag e stumm ur pevarc’horneg e Kerleskant. War a seblant ez eus ur c’helc’h mein all e lec’hienn ar Vaeneg, er penn reter anezhi.

Alejet eo ar steudadoù  : emañ ar mein brasañ ha tolzekañ er pennoù kornôg eus pep monumant e lec’hioù un tammig uheloc’h. 

Meur a veurvaen tro-war-dro pe e-barzh ar steudadoù mein-hir (krugell Kerleskant, ar voger-dro er reter d’ar Vaeneg, taol-vaen Kervarioù, Maen-hir Bras ar Maneoù, krugell Kergadoù, hanter-gelc’h  mein Kerleskant) a ziskouez a-walc’h pegen luziet e oa ar savadurioù-se ha pegen diaes eo gouzout pegoulz e oant bet savet.

Da Greizenn ar Monumantoù Broadel eo al lec’hiennoù-se, ha meret ez int ganti. Kavout a reoc’h amañ ar mareoù ma c’hall an dud bizitañ anezho en o frankiz hag eurioù ar gweladennoù heñchet : http://carnac.monuments-nationaux.fr.  

Gouzout hiroc’h gant : http://www.culture.gouv.fr/fr/arcnat/megalithes/fr/