Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

ar Bonoù

Krugell ar Roc’h e Kernourz

Tost da stêr an Alre emañ lec’hienn Kernourz hag eno ez eus ur grugell vras ha bezioùigoù a-leizh. 

Ur bez kamm, pe « a-skouer » eo ar grugell-se. Savet e oa bet e fin ar IVe milved, hag he stumm a weler alies en arvor su Breizh. Kavout a reer 7 eus ar bezioù-se etre aber al Liger ha hini ar Blavezh. N’eus nemet daou eus ar vezioù-se hag o deus dalc’het o c’hrugell : ar Weremm e Gavr ha krugell ar Roc’h er Bonoù, hag a zo bet gwarezet mat-tre. Ar monumant-se zo war-dro 20 m e dreuzkiz ha 4 m e uhelder. En diabarzh anezhañ ez eus a-bep-eil pileroù meurvein ha mogerioùigoù mañsonet. Daroù bras a ya d’ober ar sel. War-dro 12 m eo an trepas, betek ar pleg ar sko war ur gambr-kañv war-dro 8 m hed.

War 5 eus pileroù krugell ar Roc’h ez eus engravadurioù hag a gaver alies er bezioù kamm (ar Mein-plat e Lokmaria-Kaer, ar Lufan e Krac’h, ar Weremm e Gavr...).

Tro-dro d’ar monumant-se e oa bet savet, e-pad oadvezh an houarn (da lavaret eo 800 vloaz a-raok hon oadvezh), savadurioù bihanoc’h : c’hwec’h bez kelc’hiek gant koufroù. 

Un dachenn natur tener eo al lec’hienn-se, ha dre se ez eo perc’hennet gant departamant ar Mor-Bihan. Meret eo dre un emglev gant ti-kêr ar Bonoù. Digor e vez a-hed ar bloaz.