Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

An Drinded

Mane Ruellard, anvet ivez « Ar Roc’h »

Ur skouer vrav a alez toet. 

Alez toet Mane Ruellard zo ur bez ma n’eo ket dispartiet an trepas hag ar gambr-vez. Un ugent metr bennak a hed zo gant ar monumant-se, gant un trepas strizh 1 m 20 a led. Unvein a ya d’ober ar speurennoù eeun ; ne chom ket nemet pevar maen-to, avat. Dav eo soñjal e oa goloet an alez-vez maen-se gant ur grugell hirgelc’hiek, hag a zo krignet kalz hiziv mes gwelet c’hoazh un tammig en-dro d’ar monumant.

 

Alez-vez Mane Ruellard a oa bet lakaet àr roll ar monumantoù istorel e 1929.