Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

an Arvor-Baden

Gavriniz

« Pennoberenn » eus an Neolitik, Gavriniz zo ur c’harn savet war un enezennig, ha brudet-kaer eo abalamour d’an engravadurioù war e speurennoù. 

Savet eo ar c’harn bras-se e Gavriniz, e-tal an Arvor-Baden. Stummet eo gant un hir a vez gant un trepas, ha goloet eo gant ur bern bras a vein-pastur. Stouvet e oa gwechall, ha digoret e oa bet e-pad ar bloavezhioù 1830. Goude-se e oa bet furchet ar monumant gant an aotrou De Closmadeuc, ha neuze, etre 1978 ha 1984, gant an aotrou Rouz. Gant-se e ouzer e oa bet savet en hanterenn gentañ eus ar IVvet milved. Hiziv c’hoazh e reer enklaskoù diwar e benn, ha renet ez int gant an aotrou Cassen (http://lara-polen.univ-nantes.fr/membres/cassen-serge/gavrinis-larmor-baden-morbihan-a/). 

Emañ dibarded vras Gavriniz en doare m’eo bet savet an diabarzh anezhi : al leur daret, ha dreist-holl ar speurennoù gant engravadurioù puilh ha fin. Diwar an 29 filer, 23 zo goloet penn-da-benn, pe dost, gant engravadurioù. Kavout a reer arouezioù a weler alies war ar savadurioù neolitek en Arvorig : kammelloù, naered, skoedoù, lavnennoù bouc’hili, kebrennoù hag ivez gwaregoù gant skinoù.

Hervez disoc’hoù ar furchadennoù e oa bet klozet ar monumant-se e fin ar IVe kantved a-raok hon oadvezh, stouvet an trepas hag an digor anezhañ gant ur bern mein, just war-lerc’h ma oa bet an tan-gwall er framm koad a oa dirazañ.

Un enezenn eo Gavriniz en deiz hiziv, rak savet eo ar mor abaoe an Neolitik ; er c’houlz-se e stumme un dorgenn stag ouzh an Arvor-Baden, a-us ur stêr hag a zispartie anezhi diouzh torgenn ar Lannig. 

Perc’hennet eo al lec’hienn-se gant ar Mor-Bihan ha meret eo gant Kompagnunezh Porzhioù ar Mor-Bihan. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn an eurioù gweladenniñ : http://www.sagemor.com/gavrinis.html