Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Arzhon

Kelc’hioù mein ar Lannig

Un enezenn eus mor-bihan Gwened eo ar Lannig. Enni ez eus ur c’helc’h mein doubl, graet gant meurvein, dindan an dour evit ul lodenn anezhi. 

E-tal Gavriniz ez eus un enezennig ma kaver unan eus ar monumantoù anavezetañ eus mor-bihan Gwened : kelc’h mein doubl ar Lannig. Graet e vez alies « krommlec’hioù » (kelc’hioù mein-hir) eus an daou vonumant-se  e stumm daou houarn kezeg. 

Furchet ha kempennet e oa bet al lec’hienn gant Z. ar Rouzig e penn kentañ an XXvet kantved. Kavet e oa bet eno  un toullad mat a dammoù priaj (kiboù o zreid kleuz), hag a c’hallfe lakaat da soñjal e oa bet implijet al lec’h-se d’ober lidoù.

En deiz hiziv ne c’haller gwelet nemet al lodenn uhelañ eus ar c’helc’hioù mein. Dizoloet e vez al lodenn all pa vez izel ar mor. Evit an eil c’helc’h mein, chom a ra bepred dindan an dour. Kement-se a ziskouez sklaer a-walc’h penaos eo savet live ar mor abaoe an Neolitik.

Ul lec’h prevez eo an enezennig-se, hag ur mirva evit an evned. Setu ez eo difennet mont enni. Koulskoude e c’hallot gwelet anezhi diwar Gavriniz pe diwar ar mor.