Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Enizenac’h

Kelc’h mein Kergonan

E Lec’hienn Kergonan ez eus ur c’helc’h meurvein 65 metr hag a zo bet gwarezet mat-tre. 

Stummañ a ra meurvein Kergonan ur wareg kelc’h digor war-du ar gevred, ha 65 m hed eo d’ar muiañ. Gwarezet mat-tre eo bet an hollad-se, ennañ 34 meurvaen. Er penn gwalarn anezhañ ez eus ur maen-hir brasoc’h eget ar re all, anvet « ar Manac’h » rak tennañ a ra e stumm da hini un den gant ur c’hougoul. War e gein ez eus engravadurioù kelc’hiek bihan anvet «kibigoù », hag a weler alies war monumantoù an Neolitik. E 1923 e skrive Zacharie ar Rouzig e oa ur vouc’hal engravet war unan eus ar mein-hir, met honnezh n’eo ket bet adkavet abaoe. Dizoloet e oa bet un toullad lavnennoù kailhastr e-kreiz ar c’helc’h meurvein.

Ar monumant-se zo liammet moarvat ouzh ur maen-hir bras-bras, war-hed 30 m er biz, ne c’haller ket gwelet ken en deiz hiziv rak goloet eo bet gant savadurioù.

Perc’hennet eo kelc’h mein Kergonan gant departamant ar Mor-Bihan. Evit gouzout penaos gweladenniñ anezhañ  : http://www.cromlech.eu/