Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Sant-Pêr-Kiberen

Kerl Kerbourneg

Un hanter-gerl meurvaenek bras.

Kerl peulvanoù Kerbourneg, anvet « krommlec’h » àr ar pemdez, zo un tolpad a 42 vaen-sav lakaet en ur wareg kelc’h digor e tu ar reter.

Liammet eo ouzh steudadoù Kerbourneg, a zo 50 m pelloc’h er biz.

 

Àr roll ar monumantoù istorel emañ ar c’herl a-c’houde 1889.