Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Belz

Melin ar We

Ur skouer vrav a daol-vaen gant ur gambr-vez kelc’hiek.

Ur bez trepasek eo taol-vaen Melin ar We, kollet he zoenn ganti. Bevennet eo an trepas eeun hag ar gambr-vez kelc’hiek gant darigoù lakaet a-blom. Dre ar savennig douar a weler c’hoazh en-dro d’ar monumant e c’heller empentiñ na bras e oa ar grugell pa oa klok.

Gant stumm kelc’hiek ar gambr-vez, digor àr an diavaez dre un trepas strizh, e c’heller lâret e oa bet savet ar bez-mañ en neolitik, àr-dro 4000-3500 kent JK.

 

Hiziv an deiz e ta ar mor tro-ha-tro é sevel en aber an Intel ha diskouez a ra splann penaos emañ savet ar mor a-c’houde ar mare neolitik. Da neuze em gave an daol-vaen e-krap un dorgennig.