Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

An Arzh

Penn Leoz

Un tolpad taolioù-maen ha kleuzioù dibar.

E penn su an enezenn ec’h eus un tolpad meurvein dibar : teir zaol-vaen diskaret zo enbarzhet en ur c’hleuz bras graet a vein. Furchet e oa bet an tri bez-se e 1884 ha kavet e oa bet a-barzh podoù, tammoù sileks ha bouc’haloù, hag a zo miret hiziv e mirdi istor hag henoniezh Gwened. Gant an traezoù-se e c’heller lâret e oa bet savet ar monumantoù-se er mare neolitik, da lâret eo etre 5000 ha 2500 kent JK.

 

Un nebeud engravadurioù gwall grignet zo en daol-vaen greiz, an hini a zo er stad wellañ. Meur a vaen strewet en-dro d’an tolpad-se a c’hellehe bout tammoù a frammoù meurvaenek diskaret arall.