Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Krac’h

Lufan

Un alez-vez he zres kamm.

Un alez-vez kamm eo taol-vaen ar Lufan. Ur bez hir e dres eo, mand eo dispartiet an trepas hag ar gambr-vez gant ar c’horn-tro. Aet eo an doenn a oa àr an trepas hag àr ar gambr diàr-wel ; stumm ar grugell en-dro d’ar monumant-se, avat, a c’heller gwelet c’hoazh. Alez-vez ar Lufan, evel ar bezioù arall gant ar seurt tres, a oa bet savet e fin ar IVvet milved e-raok hon oadvezh, da lâret eo àr-dro 3000 kent JK. Ur maen engravet brav a oa er monumant-se mes dilec’hiet e oa bet gant Z. ar Rouzig evit bout miret gwell ; gouarnet eo bremañ e Mirdi Karnag. Roet en deus e stumm da logo ar mirdi.

 

Lakaet e oa bet alez-vez ar Lufan àr roll ar monumantoù istorel e 1938.