Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Lokfiliberzh

Kerran

Teir zaol-vaen hag unan anezhe zo diank.

Bezioù trepasek eeun gant kambroù-bez kelc’hiek eo taolioù-maen Kerran. Gant greunit e oant bet savet ha goloet e oant gwezharall gant ur grugell hag a zo bet krignet. Ag an neolitik krenn eo ar frammoù-se, da lâret eo àr-dro 4000-3500 kent JK. Ne chom nemet div daol-vaen àr al lec’h hiziv an deiz ; un deirvet a oa bet prenet e 1896, en desped da Z. ar Rouzig, ha kaset da vered Meudon, e Enez-Frañs, evit bout implijet evel monumant kañv d’ar familh Piketty.

 

E-mesk ar monumantoù istorel emañ an taolioù-maen-se a-c’houde 1927.