Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Arzhon

Graniol

Un daol-vaen gant ur gambr gostez. 

Taol-vaen Graniol zo ur bez a oa bet savet da vare an neolitik, àr-dro 4000-3500 blez kent JK. Chomet eo an trepas hag ur gambr-vez àr-sav betek hiziv, gant ur gambrig kostez àr an tu kleiz ivez. Pa oa bet furchet e 1895 gant Félix Gaillard e oa bet kavet benvegoù sileks, bouc’haloù, priajoù ha perlez variskit. Ar pilerioù betoñs a weler er gambr-vez a oa bet graet er blezadoù 1930 evit harpiñ ar monumant pa oa bet renevezet.

Estroc’h evit un engravadur a gaver ennañ (kammelloù, arouezioù en « U », e stumm « skoedoù », bouc’haloù troadet).

 

Lakaet e oa bet àr roll ar monumantoù istorel e 1973.