Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

Plouharnel

Krukunoù

Unan ag an taolioù-maen brasañ er Mor-Bihan. 

Un daol-vaen vras eo monumant Krukunoù, dilerc’hioù ur bez trepasek ha ne chom ket mui nemet ar gambr-vez anezhañ. Aspadennoù ag an trepas monet-tre a oa c’hoazh er c’hantved diwezhañ, evel m’en diskouez skridoù enklaskerion ar mare-se. Ne chom hiziv an deiz nag an trepas nag ar grugell. Ar gambr-vez, avat, a zo bet gouarnet, a-gaoz d’he ment vras. Ar maen-to bras zo 6 m hed hag ur 1 m 20 treuz, poueziñ a rahe tost da 40 tonenn hag harpet eo gant 9 filer greunit.

A-gaoz d’e neuz e kouch mat ar monumant-se gant skeudenn bobl an « daol-vaen ». Evel kraou ha grañj e vehe bet implijet gant tud ar pennhêr.

 

Gwarezet eo evel monumant istorel a-c’houde 1889.