Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

an Ardeven

Steudadoù Kerzerc’hoù

E steudadoù an Ardeven ez eus meur a gant meurvein war-hed tost da 2 km. 

War a seblant ez eo kempennet steudadoù Kerzerc’hoù en un doare heñvel a-walc’h ouzh re Karnag : un dek steudad mein-hir bennak, a c’hallfe bezañ bet ur c’helc’h anezho er penn kornôg. Hiziv an deiz ez eus ur 190 meurvaen bennak, hag en em astenn a ra ar steudadoù war-du ar reter. War gartennoù eus an XIXvet kantved e c’haller gwelet en em astennent betek hollad mein-hir Koed ar Bleiz 2 km pelloc’h er reter. Moarvat e stumme tout ar mein-hir-se ur strollad eus ar re vrasañ a gildroe er vro hag a oa ennañ un nebeud miliadoù a vein-hir, evel ma oa bet skrivet gant Félix Gaillard e 1884 dija. War-hed 80 m, en norzh d’ar penn kornôg eus ar steudadoù, ez eus ur steudad mein-hir all a-dreuz, durc’haet eus an norzh d’ar su war-bouez nebeut, enni meur a vaen-hir bras-bras a oa bet adsavet un nebeud anezho gant Félix Gaillard e fin an  XIXvet kantved.

Evit gouzout hiroc’h, da skouer diwar-benn ar gweladennoù kinniget gant ti an douristed : http://www.ot-erdeven.fr/pages/r-2-s-20-a-34-les-alignements-de-kerzerho.php?id_langue=1