Sant-Pêr-Kiberen
Steudadoù Kerbourneg
Steudadoù peulvanoù hag a ya betek er mor.
Steudadoù peulvanoù Kerbourneg zo steudadoù mein-sav hag em astenn hiziv an deiz àr un tregont metr bennak. Nevesaet e oant bet a-gozh ha hañval eo int kloz e-kreiz an tier savet e penn-kentañ an XXvet kantved. Enklaskoù renet gant Serge Cassen o deus diskouezet neoazh e oa 10 steudad skoaz-ha-skoaz ouzhpenn, moarvat, hag a ya pelloc’h er reter. Uhelaet eo live ar mor a-c’houde an neolitik hag ar steudadoù-se a zo soubet er mor bremañ ul lodenn anezhe.
Ar steudadoù, koulz hag ar c’herl meurvaenek, a oa bet lakaet àr roll ar monumantoù istorel e 1889.