Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Al lec’hiennoù

An Ardeven 

Koed ar Bleiz

Ur veineg vrasoc’h evit ma hañval. 

Steudadoù mein-sav Koed ar Bleiz zo e penn un hollad bras a beulvanoù, 2,5 km hed, hag a ya a Gerzerc’hoù betek Koed ar Bleiz dre goad Mane Bras.

Renket eo ar steudadoù ag ar gwalarn d’ar gevred.

 

E penn reter meineg Koed ar Bleiz ec’h eus ur maen e stumm ur « gador-vrec’h » anvet gant an dud « la Chaise de César » e galleg (« Kadoer Kaezar »).