Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Kompren

Gerioù ar meurvein

Mein-hir, krommlec’hioù, taolioù-maen, krugelloù, turumelloù, karnoù, steudadoù, ha kement zo. Pep ger, pa vez anv eus meurvein, en deus ur ster skiantel resis. Tennañ a ra an holl anezho d’ur stil savouriezh, d’un implij, d’un dra ispisial. A-du emañ an enklaskerien hiziv an deiz evit lavaret e oa bezioù eus ar c’hrugelloù hag eus an taolioù-maen, hag e oa ar mein-sonn (mein-hir, steudadoù, mogerioù-tro...) arouezoù hag a servije d’ul lid bennak.

Meurvein

Merkañ ar ra ar ger « meurvein » savadurioù graet gant mein bras, bloc’hoù tolzek (mein-hir, taolioù-maen, krommlec’hioù, ha kement zo). Krog e oad da sevel ar monumantoù-se er bed a-bezh (Kornôg Europa, Azia, Afrika, Su Amerika, douaroù ar mor Habask), e meur a varevezh en Istor (etre 6 500 a-raok JK ha fin ar milved kentañ eus hon oadvezh). Dibar eo ar stumm savouriezh-se e kornôg Frañs, ha dreist-holl er Mor-Bihan, rak unan eus ar re goshañ eo er bed, deuet war wel e-pad an Neolitik (da lavaret eo war-dro 5 500 a-raok JK), kalz a-raok ar piramidennoù en Egipt pe ar Gelted kentañ.

Maen-hir

Gallout a ra ivez bezañ anvet peulvan. Ur ger poblek eo maen-hir, a oad krog da implijout en XVIIIvet kantved. Merkañ a ra « mein hir o stumm» benet pe kriz, bihan pe bras, lakaet en o sonn. Komz a reer ivez eus « unvein ». O-unan pe e strolladoù e c’hall ar mein-hir bezañ. Pa vezont en ur renkennad pe e meur a hini e stummont ur « steudad » hag a c’hall en em astenn war meur a gilometr.

[Skeudenn : steudadoù ar Vaeneg, Kervarioù, Kerleskant e kumun Karnag ha hini ar Vaeneg Vihan en Drinded-Karnag, a stumm ar santual boemusañ eus ar marevezh-se. En em astenn a reont a-hed 5 kilometr eus ar c’hornôg d’ar reter, hag en deiz hiziv ez eus c’hoazh ouzhpenn 3000 a vein renket eus ar re vrasañ d’ar re vihanañ, ha war un tu resis.]

Steudadoù Kerzerc’hoù (kumun an Ardeven)].

Taol-vaen

Monumant-kañv savet gant mein-sonn, warno daroù a-blaen (taolioù). An taolioù-maen, evel ma vezont hiziv an deiz, zo aspadennoù, skeledennoù eus savadurioù-kañv brasoc’h. Gwechall e oant goloet gant ur grugell, bet krignet a-hed an amzer gant an natur hag an dud.

Kalz a seurtoù taolioù-maen zo er Mor-Bihan : soñjal a reer ez eo ar bezioù hep trepas ar re goshañ anezho. Gant ar re-se ne c’halled ket mont d’ar gambr en-dro ken rak siellet e veze ur wech lakaet ar c’horf enni. Tamm-ha-tamm e oa bet savet trepasoù. Gant ar re-se e c’halled addigeriñ ar bez. Setu, marteze, e oa graet ar re gentañ evit tud a renk uhel hepken. Evit un implij stroll e oa ar bezioù gant trepasoù peurliesañ, ha meur a gambr a c’halle bezañ enno. Ober a reer alez toet eus kement savadur ma n’eo ket dispartiet ken ar gambr-kañv diouzh an trepas. Un hollad hepken a vez stummet gant ar re-se.

Kelc’hioù meurvein

bez’ ez int holladoù mein-sav hag a dres stummoù liesseurt, bras pe bihan : dreist-holl kelc’hioù (krommlec’hioù), hanter-gelc’hioù, pevarzuegoù pe stummoù hern kezeg.

[Skeudennoù : 

  • Kelc’h mein Kergonan (kumun Enizenac’h)
  • Ar Lannig (kumun Arzhon) zo ur c’hrommlec’h e-tal Gavriniz en Arvor-Baden. Dizoloet e vez ar c’helc’h mein-se, e stumm un houarn kezeg, a-youl ar mareoù
  • Kelc’h mein pevarzuek Krukunoù e Plouharnel

Krommlec’h

[eus an hengembraeg crom = kromm, pleget, tort ha lech = maen plat] : Implijet e vez alies ar ger krommlec’h er yezh voutin evit ober anv eus ar c’helc’hioù mein-sav. Soñjal a ra ar skiantourien ez eo direizh an implij-se, rak gallout a ra ar c’hrommlec’hioù bezañ kelc’hioù, met ivez pevarzuegoù, hirgelc’hioù pe hanter-gelc’hioù.

[E pep penn eus steudad ar Vaeneg e Karnag ez eus ur c’hrommlec’h]

Krugell

ur grugell zo ur bern hag a c’holo ur bez pe meur a hini. Kelc’hiek pe hirgelc’hiek e vez he stumm peurliesañ. Komz a reer eus « turumell » pa vez graet ar golo-se gant douar hepken, hag eus « karn » pa vez graet gant mein.

[Krugelloù bras ha krugelloù bihan a zo. Er Mor-Bihan e kaver e korn-bro Karnag krugelloù eus ar seurt « karnagat », anvet gwechall « krugelloù ramzel » abalamour d’o ment bras-bras, evel Krugell Sant-Mikael e Karnag : 120 m hed, 60 m led ha 12 m uhelder. Hini Mane ar C’hroueg e Lokmaria-Kaer zo ivez 10 m uhelder, 100 m hed ha 60 m led]

Turumell

bern douar hag a c’holo ur bez peurliesañ.

[Turumelloù zo eus krugell Sant-Mikael ha krugell ar Vouster e Karnag, re Mane ar C’hroueg ha Mane Lud e Lokmaria-Kaer ha hini Tumieg en Arzhon].

Karn

[eus ar c’heltieg carn = bern mein] monumant savet gant mein sec’h dreist ur bez pe meur a hini.

Maen-sav

unvaen zo engravet arouezioù war unan eus e duioù.