Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Anavezout

Al lec’hiennoù

Ouzhpenn 550 a lec’hiennoù gant meurvein zo strewet e bro Karnag hag e su ar Mor-Bihan. « Lec’h Meur » ar meurvein er bed eo ar c’horn-bro-se, pe e vefe gant ar c’hementad monumantoù, ar bras ma’z int, dibarder an engravadurioù warno pe puilhentez an traezoù henoniel a zo bet kavet enno (bouc’hili jadeit, ha kement zo). Meurvein ar Mor-Bihan eo ar savadurioù maen koshañ a zo c’hoazh en o sav e kornôg Europa. Talvoudus ez int e daou zoare : a-fet an istor hag a-fet neuz ar vro.

Meur a gant monumant zo war an dachenn studiet gant Maeziadoù Meurvein. N’eus ket anv eus an holl anezho amañ, evel-just, met klokaet e vo ar gartenn amañ dindan gant labourioù ar gevredigezh.

El lec’hienn internet-mañ e kavoc’h alioù fur evit gweladenniñ ar meurvein, ha goulenn a reomp diganeoc’h doujañ d’ar c’hemennoù roet diwar-benn pep hini anezho.

Site locations