Maeziadoù meurvein Carnac hag Su Morbihan

Kas d’ar re all

Ar gevredigezh

Labourat a ra ar gevredigezh « Maeziadoù meurvein » evit ma vo anavezet, talvoudekaet ha gwarezet glad ar meurvein e Karnag hag e su ar Mor-Bihan. 

Kefridioù ar gevredigezh

An oberoù a zo war ar stern

ANAVEZOUT

Ardamezioù eus ar Mor-Bihan eo deuet lod meurvein da vezañ (steudadoù Karnag, karn Gavriniz, maen-hir torr ar Groc’h e Lokmaria-Kaer, Taol ar Varchaned, ha kement zo). Re all a ya d’ober ur glad ha n’eo ket ken meurdezus marteze, met a zo prizius-meurbet koulskoude. Alies ne weler ket ul lodenn eus ar glad-se, ha chom a ra dianavezet pe anavezet fall ; hogen ur monumant gwarezet zo da gentañ-holl ur monumant anavezet hag a zo bet studiet. 

→ Labourat a ra ar gevredigezh da renabliñ ar glad anavezet, ennañ tost da 550 a lec’hiennoù gant meurvein, a zo bet savet ar roll anezhañ gant Renerezh-rannvro an Aferioù Sevenadurel  e 2010. Graet e vez al labour-se dindan renerezh skiantel Servij rannvroel an Henoniezh en RRAS Breizh. 

TALVOUDEKAAT

Lorc’h a c’hall bezañ gant tud ar Mor-Bihan gant ar stank hag al liesseurt m’eo al lec’hiennoù gant meurvein eno, traoù brav-meurbet anezho. Enskrivet ez eus 166 eus al lec’hiennoù-se war roll ar Monumantoù Istorel, ha renablet ez eus 237 anezho en atlas ar Gladoù e-mesk al lec’hiennoù da virout ha da wareziñ. 

→ Kefridi ar gevredigezh « Maeziadoù meurvein » eo sikour lakaat gweladenniñ al lec'hiennoù gant meurvein e su ar Mor-Bihan abalamour da ziorren un touristerezh doujus. 

Sturiañ a ra ar gevredigezh ul labour da gempenn al lec'hiennoù gant meurvein, hag e vod evit se an holl oberourien a sell an dra-se outo.  

Gant ar gevredigezh e vez lakaet panelloù-displegañ war-sav ha pourchaset ostilhoù-displegañ da zougen evit sikour d’ober anaoudegezh gant ar glad-se.

GWAREZIÑ

Bresk eo glad ar meurvein. Bruzunañ a ra ar mein, mont da fall, disklosañ. Gwalleget e vez an donenn ha kinnig a ra mont da get. E dalc’h treuzfurmadurioù an endro emañ al lec’hiennoù : emdroadur ar c’holoadurezh, krignerezh, cheñchamant an hin hag efedoù an amzer. Distreset e vezont ivez abalamour da vab-den : labourioù sevel ha kempenn, labour-douar ha labour er c’hoadeier, monedone ar weladennerien, diheiadennoù ha furchadennoù dindan guzh.

→ Ar gevredigezh « Maeziadoù meurvein » a labour da wareziñ ha da saveteiñ glad ar meurvein : kempenn, kontrollañ, ober gant ar strollegezhioù hag an dud prevez, krouiñ ostilhoù-gwareziñ ha labourat da lakaat al lec’hiennoù war roll ar monumantoù gwarezet, a-gevret gant an oberourien a sell an dra-se outo (kumunioù, servijoù ar Stad, Departamant, ha kement zo).

→ War-lerc’h ar c’hefridioù-se da wareziñ ha da lakaat al lec’hiennoù da dalvezout e tlefe bezañ ur raktres da dalvoudekaat ar glad eus ar 26 a gumunioù eus su ar Mor-Bihan a zo e-barzh ar progammoù enklaskerezh. Dleout a rafe disoc’h gant ur goulenn evit bezañ enskrivet e roll Glad ar bed gant an Unesco. Abaoe 1996 ez eo enskrivet steudadoù Karnag war Roll-dave Frañs evit Glad ar bed gant an Unesco. 

RANNAÑ GANT AR RE ALL

Diskouez a ra ar glad bezañ ur merk identelezh evit ar memor hag an aparchantañ. Aroueziñ ha kontañ a ra un istor boutin a vez anavezet gwelloc’h-gwell gant an enklaskerezh skiantel. Dleet eo d’an istor-se bezañ rannet etre an dud ha skignet en o mesk, evit lakaat anezho da gompren anezhañ, da gemer perzh en traoù hag evit diskouez dezho pegen talvoudus eo ar glad-se.

→ Pal ar gevredigezh « Maeziadoù meurvein » eo digeriñ glad ar meurvein d’an holl – en un doare eus an dibab – en ur ober diouzh ma chomo kempouez ha gwarezet al lec’hiennoù. Evit se e karfe kendivizout gant tud ar Mor-Bihan diwar-benn istor ha pinvidigezh glad ar vro-se, ha lakaat anezho da gemer perzh e raktresoù a-leizh war dachenn ar sevenadur hag ar bedagogiezh.

→ Bodañ a ra ivez ar gevredigezh oberourien eus al lec’h, eus ar vro pe eus an estrenvro, da labourat evit ma vo anavezet er bed a-bezh talvoudegezh ar meurvein a-fet ar glad.

Ar gevredigezh « Maeziadoù meurvein »

Er gevredigezh « Maeziadoù meurvein » ez eus bodet 26 kumun eus ar Mor-Bihan : Karnag, An Drinded-Karnag, Lokmaria-Kaer, an Arvor-Baden, Arzhon-Rewiz, Sarzhav, Lokentaz, Enizenac’h, an Arzh, Sant-Pêr-Kiberen, Kiberen, Edig, Houad, ar Bonoù, Krac’h, Lokfiliberzh, an Ardeven, Plouharnel, Belz, an Intel, Pleñver, Baden,  Aradon, Sine, Sant-Armael, Hezoù.

Hentoù labour ha labourioù ar gevredigezh a vez divizet, kontrollet ha gwiriekaet gant poellgor skiantel Maeziadoù meurvein, dindan renerezh ar C’helenner Yves Coppens. 

Er burev emañ

Olivier LePick

Olivier LePick

Maer an Karnag Prezidant

Marie-Jo Le Breton

Marie-Jo Le Breton

Kuzulierez-departamant Bezprezidantez

Denis Bertholom

Denis Bertholom

Maer an Arvor-Baden Bezprezidant

Michel Jeannot

Michel Jeannot

Maer an Lokmaria-Kaer Bezprezidant

Guy Hercend

Guy Hercend

Maer an Intel Tenzorier

Odile Faivre

Odile Faivre

Kuzulierez-kêr an Arzhon-Rewiz Tenzorerez

Dominique Riguidel

Dominique Riguidel

Maer an Ardeven Sekretour

Jean Lutrot

Jean Lutrot

Maer ar Bonoù Sekretour

Roland Tabart

Roland Tabart

Maer an Arzhon-Rewiz

Laure Pedezert-Renaux

Kuzulierez-kêr an Enizenac’h

An Aotrou Loïc Lebert

An Aotrou Loïc Lebert

Maer an Hezoù

Ar skipailh

Jean-Baptiste Goulard

Jean-Baptiste Goulard

Penndileuriad, zo karget eus poell al labourioù hag eus an darempredoù gant ar strollegezhioù

Victoire Dorise

Victoire Dorise

zo e penn ar raktres Glad ar bed

Emilie Heddebaux

Emilie Heddebaux

zo kargadez a gefridi evit gwareziñ ar Glad